br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Épreuve de réalité.Realitätsprüfung.reality-testing.amprou an draegezh.

Argerzh, goulakaet gant Freud, o reiñ d’ar gouzrec’h an tu da ziforc’hañ ar c’hentrigennoù o tont eus ar bed diavaez diouzh ar c’hentrigennoù diabarzh hag, e-se, da hepkoriñ ar mesk etre merzadennoù ha derc’hadennoù a ve en orin an trezerc’hañ.

Re hir e ve dispakañ amañ kudenn ar Realität er freudegezh. En ul lankad kentañ, e ve an draelezh hag an ergerc’henn vozius en arun e-barzh bronn ar vamm ; en eil prantad, goude disparti an ergerc’henn drael, e klaskfe ar bugel boziadur gant un ergerc’henn antrael, trezerc’het ; en trede lankad, e teufe gouest ar benvegad bred da ziforc’hañ pezh a vez derc’het (eñvoret, dec’hmeget) diouzh pezh a vez merzet, — ar Realitätsprüfung o vezañ an embregadur eus seurt gouested da briziañ gwerc’hegezh-tra, traegezh, an ergerc’hennoù.

Arzaeladus eo meizadur Freud pa venn displegañ ar c’hemplezh (ar merzout) dre an eeun (an derc’hañ) : ur wech adeiladet ar reizhiad vred evel hollelezh, ne gav plas ebet ken evit an draelezh. Alese an daouadoù a rankas savelañ, evel pennaenn ar bliz / pennaenn an dra, h.a., talvoudek e-ser an deskriverezh hogen disol a-fet displegerezh dre ma taveont d’ur rummad daouelezhioù trabedel bac’hus : gwerc’helezh danvezel diavaez / gwerc’helezh vred, gwerc’helezh vred / gwerc’helezh vevedel, h.a., daouelezhioù n’o dije paouezet a vezañ andireadus nemet p’en dije Freud gallet reiñ gwiriegezh d’ar ouezoniezh alvezel eus ar bred a venne diazezañ.

E-keñver yezh, e ranker teurel pled aketus da zigemmañ kemeradurioù disheñvel an termen Realität e-barzh testennoù Freud. Gant ar ster ledanañ e klot gwerc’helezh ; pa ra anv eus ar “bed danvezel, diavaez”, e ranker komz eus gwerc’helezh-tra, gwerc’helezh trael, traelezh. Gwerc’hegezh, traegezh a verk an derez a werc’helezh, a draelezh a zo en un X, ar perzh en deus un X er werc’helezh, en draelezh.