Dictionnaire de psychanalyse
Érogénéité. ◊ Erogeneität. ◊ erogenicity. ◊ erogended.
Barregezh eus al lec’h-mañ-lec’h er c’horf da vezañ andon d’ur broudad revel, eleze da zont da dachad erogen. Keal nebeut arveret, ez eo bet termenet ivez gant Freud evel an oberiezh revel ez eo gouest da gaout ar parzh-mañ-parzh eus ar c’horf.
∆ Ar gerluniadoù brezhonek da arverañ amañ a c’hell bezañ : revvroudadusted (gantañ un arliv gouzañvat), revvrouteiadezh b. (gantañ un arliv oberiat).