br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Éros.Eros.Eros.eroz.

E gresianeg, e talveze ἔρος kement ha “c’hoant, orged, karantez”, war un dro e oa anv an doue Orged. Arveret eo an termen gant Freud en e arlakadenn diwezhañ eus al luzadoù da aroueziñ teskad al luzadoù a vuhez dre gevenebiezh ouzh al luzadoù a varv (sl. THANATOS).

O vezañ ma tegemerer an termen evel anv boutin e tro da vont el liester, e heulier reolenn an treuzskrivadur brezhonek, eleze, en degouezh-mañ, hep pennlizherenn en derou, gant ur gensonenn hevouezh en dibenn. Evit an deveradoù, hon eus kavet eeunoc’h treuzskrivañ diwar al luniadoù etrevroadel (eleze degemerout erotek, erogen) eget deverañ diwar dreuzskrivad ar penndermen (eleze diwar eroz-).