br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Érotisme urétral (urinaire).Urethralerotik, Harnerotik.urethral erotism.erotegezh kantroazhel (troazhel).

Mod boziañ libidinel a-geñver gant an troazhañ. Dieuladurioù diseurt a ro Freud eus bliz an troazhañ. Gwelout a ra en ardroazh ar vugale ur c’hevatal d’ar boloiñ. Merkañ a ra al liammoù argelel a zo etre an troazhañ hag an tan. A-du-rall, “mat e ve dre-vras en em c’houlenn ha n’eus ket kemplezhioù neuzidel all e dalc’h ar broudadur eus tachadoù erogen termenet. Betek-henn ne anavezan nemet an uhelegezh divent ha « loskus » a-berzh an dud a voe ardroazheion gwechall”. “An elfennerezhioù oadourion koulz hag an elfennerezhioù bugale o deus va degaset dalc’hmat dirak eriunelloù ma veze faltaziet an troazh evel gwezher-krignañ, -dispenn ha -linkrañ hag evel ur pusun kuzh ha gidas. Seurt eriunelloù a natur sadek-kantroazhel a gendaol evit un darn vat da lakaat ent diemouez ur roll a grizderi war ar c’halc’h, ha da zevoudañ strafuilhoù e galloud revel ar baotred.”