Dictionnaire de psychanalyse
État hypnoïde. ◊ hypnoider Zustand. ◊ hypnoid state. ◊ stad hipnoidel.
Termen degaset gant Breuer : stad an emouezañ heñvel ouzh an hini a gaver en teogadur (hipnoz) ; endalc’hedoù an emouezañ oc’h anadiñ er stad-se n’o devez ket nemeur a liammoù-strollata gant ar peb-all eus buhez ar bred ha, da heul, en em furmfe gronnadoù strollatadurioù disrann. Er stad hipnoidel e wele Breuer an disfaout a zo en orin an darfell.
Freud avat, goude reiñ degemer d’ar ger en e skridoù, en distaolas krenn a-benn ar fin : “Lakaat a ran arver ur seurt termen da zreistezhomm ha da douellus, pa dorr poell ar gudenn a-zivout natur an argerzh bred o werediñ e furmidigezh azonoù an darfell”.