br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Étayage.Anlehnung.anaclisis.gouskor g.

Termen degaset gant Freud da aroueziñ keñver kezivik al luzadoù revel ouzh al luzadoù-emgemmirout : al luzadoù revel, na vint dizalc’h nemet a eil lank, a gemer harp war — pe : zo e gouskor — arc’hwelioù an emvevañ, ar re-mañ o pourchas dezho un andon organel, un durc’hadur hag un ergerc’henn.

Komzet e vez ivez a c’houskor evit lavarout e kemer harp ar gouzrec’h war ergerc’henn al luzadoù-emgemmirout da-geñver an debarzh a ra eus ergerc’henn e garantez ; kement-se eo a ra Freud anezhañ “rizh gouskorel a zebarzh ergerc’henn” (sl. CHOIX D’OBJET PAR ÉTAYAGE).

E 1905, en divrazadur arlakadel kentañ a ra Freud eus keal al luzad, e teskriv an ere strizh a zo etre al luzad revel hag arc’hwelioù korfel bras ’zo. Splann eo an ere-se en oberiezh c’henaouel ar vagadell : o’n em vlisa a sunañ ar vronn, “edo boziadur an tachad erogen kevreet strizh ouzh gwalc’hadur an ezhomm magadur”. An arc’hwel korf a bourchas d’ar revelezh he andon ez eo an tachad erogen ; erverkañ a ra dezhi diouzhtu un ergerc’henn, ar vronn ; erfin, e ro ur blijadur nad eo ket direadus da walc’hadur an naon, a zo ur meni arc’hopr e stumm bliz : “kent pell, an ezhomm da gaout ar bliz revel en-dro en em gavo disrannet diouzh an ezhomm magadur”. N’eo nemet a eil lank enta e teu ar revelezh da vezañ emren hag, ur wech dilezet an ergerc’henn diavaez, da arc’hwelañ ent enerotek.

Talvezout a ra keal ar gouskor ivez evit al luzadoù darnel all : “Azas eo tachad ar fraezh, tachad an divweuz, dre berzh o lec’hiadur, da lakaat ar revelezh e gouskor arc’hwelioù korf all”.

Troiennoù : emañ al luzadoù-emgemmirout o c’houskorañ al luzadoù revel ; bez’ ez eo al luzadoù revel gouskoret gant al luzadoù-emgemmirout ; emañ al luzadoù revel e gouskor al luzadoù-emgemmirout.

Sl. ANACLITIQUE ; ANACLITIQUE : DÉPRESSION — ; CHOIX D’OBJET PAR ETAYAGE.