Dictionnaire de psychanalyse
ÉVOLUTION.
chercher confirmation dans le contexte et l’évolution de la cure, klask dervadur er c’henarroud hag e dedro ar gur (sl. (DÉ) NÉGATION) ; poser l’existence d’un stade de l’évolution sexuelle intermédiaire entre l’auto-érotisme et l’amour d’objet, lakaat ez eus ur bazenn eus emdroadur ar revelezh etreat d’an enerotegezh hag ar garantez ergerc’henn (sl. NARCISSISME) ; le narcissisme n’apparaît plus comme un stade évolutif, ne anad mui an narkisegezh evel ur bazenn-emdreiñ (sl. NARCISSISME) ; les stades de l’évolution libidinale, pazennoù an dedro libidinel (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; les organisations de la libido définissent des stades de l’évolution psychosexuelle infantile, e talvez frammadurioù al libido da dermenañ pazennoù emdroadur bredrevel ar bugelvezh (sl. ORGANISATION DE LA LIBIDO).
∆ Mat eo merkañ an arliv ster a zo etre dedro hag emdro : gant dedro ez arouezer un heuliad treuzfurmadurioù a venner stadañ hep emplegañ keal ebet eus o gwikefre pe eus un davedelezh ; en eneb, gant emdro ez intenter an heuliad treuzfurmadurioù evel un unvez dre berzh ur wikefre diabarzh, ur savelegezh pe un davedelezh. Dedalvezet d’an hevelep anadenn, e chom dedro deskrivadurel tra ma kennot emdro un displegadur.