Dictionnaire de psychanalyse
Expérience de satisfaction. ◊ Befriedigungserlebnis. ◊ experience of satisfaction. ◊ buhezad boziañ.
Rizh buhezad kentek arlakaet gant Freud : bennozh d’un emell diavaez e vez gwalc’het un ezhomm eus ar vagadell ha distavet an tennder diabarzh buhezet diwarnañ. A-neuze e chom gant skeudenn an ergerc’henn vozius un dalvoudegezh vrientek evit a sell amparadur ar c’hoant. Adkevannodet e c’hallo bezañ en ezvezañs an ergerc’henn drael (boziadur trezerc’hek ar c’hoant). Ne baouezo ket pelloc’h a heñchañ ar c’hlask d’an ergerc’henn vozius. Freud a veiz orin ar c’hoant en ur c’hlask d’ar boziañ traek, klask amparet diwar batrom an trezerc’hañ kezivik. Buhezad ar boziañ — traek pe trezerc’hek — zo keal-diazez kudennadur freudek ar boziañ : ennañ emañ kenvellet gwalc’hadur an ezhomm ha leuniadur ar c’hoant.
∆ Merkañ an diforc’h a ra Freud etre Bedürfnis “ezhomm” ha Wunsch “c’hoant, eriun” hag etre o c’heñveregoù : Befriedigung “gwalc’hañ, distav (an ezhomm, an tennder)”, Erfüllung “leuniañ (ar c’hoant)”. Ar c’hoant o tiwanañ dre berzh an adannodiñ e skeudenn (kounderc’hadenn) an ergerc’henn he deus gwalc’het an ezhomm, ez eus un arvez boutin etre gwalc’hadur an ezhomm ha leuniadur ar c’hoant — an arvez boutin-se a arouezomp gant an termen boziañ. Alese e kavomp gwell ober gant buhezad (ar) boziañ eget gant buhezad (ar) gwalc’hañ, rak n’eus gwalc’hañ er ster strizh nemet er boziañ traek, ar boziañ trezerc’hek o vezañ endeo respont d’ar c’hoant.