br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Fantasme.Phantasie.fantasy, phantasy.eriunell b.

Senario bredel, ar gouzrec’h o kaout roll ennañ, o tezerc’hañ, en un doare mui pe vui distummet gant an argerzhioù-difenn, leuniadur ur c’hoant diemouez. Modelezhioù diseurt a zeskriver d’an eriunell : eriunell emouez (Tagtraum “deizvre, dihunerrizh”), eriunell diemouez (diskoachet gant an elfennerezh evel luniad danlec’hiet d’un endalc’hed diskelat), kenteriunell.

Evel ma tiskouez an termen arveret a-wechoù gant Freud, Wunschphantasie, — hag an termen dibabet e brezhoneg —, emañ an eriunell en ur c’heñver strizh gant ar c’hoant, an eriunañ. Evit Freud, ez eo buhezad ar boziañ orin ha patrom an eriunañ (sl. EXPÉRIENCE DE SATISFACTION). Bez’ e ve enta eus ar c’hentañ eriunelloù eriunelloù diwar ergerc’henn, eleze ergerc’hennoù eriunellel buket ar c’hoant outo evel ma vez an ezhomm buket ouzh e ergerc’henn drael.

Evit gerluniadur an termen eriunell, sl. EMSAV, 118, 1976, p. 390.