br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Figurabilité : prise en considération de la —.Rücksicht auf Darstellbarkeit.considerations of representability.arveziñ an dezluniadusted.

Amplegad o tougen war dezevoù an hunvre : diuzet ha treuzfurmet e vezont e doare da vezañ derc’hennet e stumm skeudennoù, gweledel peurvuiañ. Ar reizhiad-derc’hañ ez eo an hunvre zo dezhi he savelennoù piaouel. Enni e rank an holl euladoù ha betek an dezevoù difetisañ bezañ derc’het diwar-bouez skeudennoù. Ne vez brient ebet er c’heñver-se d’ar prezegoù, d’ar c’homzoù : lec’h o deus en hunvre evel euladoù ha n’eo ket dre ar ster o deus el lavar. Daou heuliad zo d’an amplegad-se : 1) Degas a ra da zibab a-douez ar barradur eus dezevoù pennañ an hunvre an hini a ro tro d’an dezluniañ gweledel. 2) Durc’haat a ra an treuzlec’hiadurioù etrezek amsavadoù skeudennek. Da skouer, ar mennoz “brientin” a riklo etrezek an termen “savet uhel” hag an derc’henn “tour uhel”.