Dictionnaire de psychanalyse
Forclusion. ◊ Verwerfung. ◊ repudiation, foreclosure. ◊ hepkaelañ.
Keal arveret gant Freud ha spisaet gant Lacan. Gwikefre spesadek a ve e devoud ar psikoz, anezhi an distaol kezivik eus un “arouesaer”-diazez (da skouer, ar c’hastr e kement ma’z eo an arouesaer eus kemplezh ar spazhadur) er-maez eus bed argelel ar gouzrec’h. Kemm a ve etre hepkaelañ hag arvoustrañ e daou zoare : 1) an arouesaerioù hepkaelet n’int ket gougevan ouzh diemouez ar gouzrec’h, 2) ne zistroont ket “eus an diabarzh”, hogen en amgant an trael, dre an trezerc’hañ pergen.
Nes emañ keal ar Verwerfung da geal ar Verleugnung (“gourzhodiñ, ezkantvout”, sl. DÉNI). “Ar me en em zigrak diouzh an derc’had dic’houzañvadus, hogen stag-kreñv eo hemañ ouzh un tamm eus an draelezh ha, dre se, en em zistag ar me, e darn pe en holl, diouzh an draelezh” (Freud). Penaos meizañ, e dibenn dezrann, an doare “arvoustrañ”-se etrezek ar bed diavaez, kemparzhek d’an arvoustrañ neurozel ? Peurliesañ e vez deskrivet gant Freud e termenoù armerzh, evel un diannodiñ diouzh ar merzed (ar c’hantvezed), un didenn narkisek eus al libido ha war un dro moarvat un didenn eus an “deur” anlibidinel. E degouezhioù all, e hañval Freud ober anv eus un didenn eus an euladoù, un nac’h reiñ eul d’an draelezh — un dianneuliñ : didenn an annodadur (Besetzung) zo ivez un didenn eus an anneuladur (Bedeutung).