br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Formation de compromis.Kompromissbildung.compromise-formation.furmadur treuzvarc’had.

Furm gwisket gant an arvoustred o tistreiñ d’an emouez e-barzh an azon, an hunvre ha, dre-vras, nep dedaolad eus an diemouez : enni, an derc’hadoù arvoustret zo distummet gant an difenn betek bezañ dianavezadus. E-se, e c’hell ar c’hoant diemouez ha darvennoù an difenn ober o mad a-gevret eus an hevelep furmadur diwar-bouez an hevelep treuzvarc’had. Azonoù an neuroz “zo disoc’h ur c’henniñv […]. An daou nerzh bet dispartiet a gej en-dro en azon hag a ra ar peoc’h, koulz lavarout, dre an treuzvarc’had ez eo furmidigezh an azonoù. Pezh a ro da gompren harzusted an azon : dalc’het emañ a zaou du”. Hag eñ zo un treuzvarc’had a bep azon ? A dra sur, ha zoken mar kaver degouezhioù ma n’eus roud ebet eus an difenn gant un distro direndael eus an arvoustred pe, en eneb, ma anad an difenn digemmesk kuit a levezon a-berzh an arvoustred, — daou zegouezh pellañ eus skalfad an treuzvarc’hadoù gallus. “An azonoù o devez da bal pe ur boziadur revel, pe un difenn outañ, ha trec’h eo dre-vras an darbenn c’hoantleuniañ en darfell, an dizarbenn anezhañ, an askezegezh, en neuroz mac’hennel.”