br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Formation de symptôme.Symptombildung.symptom-formation.furmadur azon.

Termen arveret da verkañ ez eo an azon psikoneuroz an disoc’h eus un argerzh dibarek, un dec’hwelañ bredel. Ar gudenn evit Freud oa gouzout ha furmidigezh an azon zo un argerzh diforc’h diouzh hini an arvoustrañ. A-benn ar fin e heñveleka ar furmadur azon ouzh distro an arvoustred, o welout eno un argerzh dioutañ e-unan. “Hag eñ zo unan gwikefre furmiñ an azon ha gwikefre an arvoustrañ ? Da grediñ ez eus ez int disheñvel-bras ha ned eo ket gant an arvoustrañ e vez ganet ar furmadurioù erlec’hiad hag an azonoù, ar re-mañ o vezañ kentoc’h merkoù un distro eus an arvoustred hag e dalc’h argerzhioù all.” Ent ledan, e-barzh ar furmadur azon emañ da renkañ n’eo ket hepken distro an arvoustred er stummoù furmadur erlec’hiad ha furmadur treuzvarc’had, hogen ivez ar furmadur erwezhiad.

Notañ e talvez amañ an termen furmadur, evel an Al. Bildung hag ar Gl. ha Sz. formation, koulz an argerzh ent strizh (“furmiñ, furmidigezh”) hag an disoc’h anezhañ.