Dictionnaire de psychanalyse
Frayage. ◊ Bahnung. ◊ facilitation. ◊ arloezañ.
Termen arveret gant Freud e 1895 pa edo o sevel ur patrom nervel eus arc’hwelerezh ar benvegad bred : ar broud evit tremen eus un neuronenn d’eben a rank trec’hiñ un harzder ; pa c’hoarvez un digresk padus ?? eus an harzder-se da heul an tremen, e lavarer ez eus bet arloezet un tremenlec’h etre an div neuronenn ; diwar neuze e tilec’hio ar broud dre ar meni ode-se kentoc’h eget dre hentoù chomet dibleustr.