br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Frustration.Versagung.frustration.gouheb g.

Plegenn ma emañ ar gouzrec’h a nac’her outañ pe a nac’h outañ e-unan aotren un arc’hadenn a-berzh luzad.

Studiet eo bet ar meizad-mañ e-barzh LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 85-87. An termen kinniget eno, angwalc’hañ, a lakae ar pouez war diouer ar boz, ar gwalc’h gortozet. Hogen ar Versagung freudek a verk nebeutoc’h an ezvezañs eus an ergerc’henn eget ar respont nac’hus d’un diarc’h luzadel, — hep spisaat a belec’h e teu an nac’hadenn.

Diwar gouheb e teverer : gouhebiñ “(se) frustrer, être frustré”, gouhebed “frustré”, gouhebus “frustrant”, h.a.