br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Altération du moi.Ichveränderung.alteration of the ego.distresadur ar me.

An termen “distresadur ar me” a gaver e derou hag e dibenn oberenn Freud.

E 1896, a-zivout ar paranoia, e lak kemm etre an ambren evel distro an arvoustred, hag un ambren eilvedel, an ambren-desteriañ anvet c’hoazh ambren-gevosodiñ pe ambren-dasheñvelaat ; houmañ a ve ar merk eus azasadur ar me ouzh ar mennoz ambreek : ur spered gwar e teufe ar paranoiak da vezañ dre berzh e strivoù da ziren an dislavaroù etre ar mennoz ambreek kentael hag arc’hwelerezh kantpoell an dezevout.

E 1937, e tiskouez Freud penaos ar gwikefreoù-difenn, amparet da gentañ evit talañ ouzh dañjerioù diabarzh resis, a c’hell a-benn ar fin chom “glenet er me” ha mont d’ober “modoù-erwezhiañ reoliek eus an neuzid”, ensavadurioù dispredet o trebadout goude ma n’eus mui pell ’zo eus an dañjer. Ar sonnadur eus seurt boazioù difenn zo en orin gweadennoù (Verrenkungen) ha strishadurioù (Einschränkungen). Lakaet e vezont anat gant c’hwel ar gur, e stumm un harzder o virout na ziskoachfe an harzderioù end-eeun.

Heñvel a-walc’h e ve distresadur ar me ouzh ur stignad ersavioù o treiñ goullo e-maez a bep plegenn luskedus pe zoken o tanzen asvanoù a blegennoù luskedus : “bountet en em gav ar me da glask en draelezh plegennoù gouest da gemer tamm-pe-damm lec’h an dañjer orin”.

Meur a boent boutin zo etre an div destenn. En div ez eo intentet distresadur ar me evel eilvedel, o c’hoarvezout en ur goudevezh hir a-walc’h, disheñvel diouzh erwezhiadoù diemouez. Diefed e chomfe ar gur warnañ, daskemmadurioù ar me oc’h anadiñ evel dieiltro, ken m’o c’heñverier ouzh ar “strafuilhoù diwar anaf er bevedeg”.