Dictionnaire de psychanalyse
Génital : amour —. ◊ genitale Liebe. ◊ genital love. ◊ karantez c’hanadel.
Termen arveret alies gant ar vredelfennerion gempredel da verkañ furm ar garantez a zegouezher ganti e dibenn an diorreadur bredrevel, pezh a empleg n’eo ket hepken ez eo diraezet ar bazenn c’hanadel, hogen ivez distremenet kemplezh Edip. Freud e-unan ne rae ket gant an termen-mañ. Koulskoude e kaver gantañ ar c’heal eus ur furm peurc’hraet eus ar revelezh, ha zoken eus un “emzalc’h peurreol er garantez” ma teu da unaniñ redenn ar vlizoni (Sinnlichkeit) ha redenn an “denerded” (Zärtlichkeit). A-wel eo lakaet dizunanded an div redenn gant skouer ar paotr na c’hell ket c’hoantaat ar plac’h a gar (eorizhekaet gantañ) na karout an hini a c’hoanta (ar c’hast). Emdroadur ar redenn vlizoni a zisoc’h gant ar frammadur ganadel : gant ar gaezouregezh “e tiwan ur pal revel nevez a genstriv an holl luzadoù darnel d’e dizhout, tra ma suj an tachadoù erogen da hol an tachad ganadel […]. Diwar neuze ez a al luzad revel en arempred an arc’hwel-genel”. Evit an denerded, e wel Freud he orin en darempred kezivik etre ar bugel hag e vamm, en debarzh ergerc’henn gentael ma arc’hwel unanet e gouskor strizh ar boziadur revel ha gwalc’hadur an ezhommoù-emgemmirout.