Dictionnaire de psychanalyse
Ambivalence. ◊ Ambivalenz. ◊ ambivalence. ◊ amluskegezh.
Kenvezañs, en darempred ouzh un ergerc’henn, a duedoù, emzalc’hioù ha kantaezennoù kevenep, a garantez hag a gasoni pergen.
Savet e voe an termen gant Bleuler a zeskrive an amluskegezh e teir zachenn : er youliñ (Ambitendenz) : mennout debriñ ha na zebriñ war un dro, da skouer ; er meizañ : dezrevellañ ul lakadenn hag he c’hontrolienn ; er c’hantaezañ : karout ha kazout an un den. Evit Bleuler ez eo an amluskegezh unan eus azonoù pennañ ar skizofreniezh, nemet ez eus ivez un amluskegezh reol.
Freud a zegemeras an termen gant ar ster a amluskegezh kantaezel. Da skouer, e-barzh elfennadurioù Hans bihan ha Paotr e razhed : “Emañ ar stourm o reuziañ gant hon amourouz etre ar garantez hag ar gasoni ouzh an un den”. Komz a ra ivez a amluskegezh a-zivout ar c’houblad keveneboù oberiadezh-gouzañvadezh : “Kenvezout a ra al luzadenn oberiat gant al luzadenn c’houzañvat” (Triebe und Triebschicksale, 1915).
Lakaet e vez a-wel an amluskegezh e kleñvedoù ’zo (psikozioù, neuroz mac’hennel) hag e stadoù ’zo (gwarizi, kañv). An dezverk eo ivez eus pazennoù ’zo eus emdroadur al libido ma kenvez karantez ha distruj an ergerc’henn (pazennoù sadek-genaouel ha sadek-fraezhel).
Evit Melanie Klein ez eo an amluskegezh ur c’heal-diazez. Amluskek diwar an derou eo al luzad : ar garantez ouzh an ergerc’henn n’emañ ket disrann diouzh an distruj anezhi, ken e teu an amluskegezh da vezañ ur perzh eus an ergerc’henn end-eeun ; outi e stourm ar gouzrec’h dre faoutañ an ergerc’henn etre un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall”.
E dibenn e oberenn e tenne Freud da reiñ ul lec’h bras-ouzh-bras d’an amluskegezh en arlakadenn ar c’henniñv. Eus ar c’henniñv edipel e rae ur c’henniñv a amluskegezh, kevenep ennañ “ur garantez soliet mat hag ur gasoni ken kantreizh all ouzh an un den”. En diarsell-se e veize furmadur an azonoù neuroz evel an arstriv da ziskoulmañ ar c’henniñv : an arur da skouer oa treuzlec’hiadur unan eus an div gedrann, ar gasoni, etrezek un ergerc’henn erlec’hiat ; an neuroz mac’hennel oa ur c’hlask da arvoustrañ al luzadenn c’halen dre nerzhañ al luzadenn libidinel. A bouez eo an tuadur a ziverzer aze e meiz Freud, pa zegas da welout dindan ar c’henniñv-difenn ar c’hevenebiezhoù enlenat d’al luzadurezh.