br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Hospitalisme.Hospitalismus.hospitalism.ospitalegezh.

Azoniad deskrivet gant René Spitz, anezhañ ar strafuilhoù kreud ha bred o tizhout en 18 miz kentañ eus o buhez bugale chomet pell amzer hep o mamm en ur c’hlañvdi. Pa rank tremen ar vabaned gant arouelioù dibersonel e diouer ul liamm kantaezel klouar, e stader enno direizhoù grevus : dilerc’hegezh e-keñver diorreadur korf, mestroni fiñvren, azasadur ouzh ar metou, lavar ; harzusted vihanoc’h ouzh ar poreoù ; zoken fallezh ha marv. Spitz a dermen an ospitalegezh evel negez kantaezel bloc’hel, o lakaat kemm etrezi hag ar gouvid gouskorel : hemañ a zeu diwar un diouer kantaezel darnel, ar bugel o vezañ bet e piaou d’un darempred yac’h ouzh e vamm betek an oad a c’hwec’h miz da nebeutañ, — hag o pareañ peurliesañ ur wech adkavet e vamm (sl. ANACLITIQUE : DÉPRESSION —).