br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Hystérie.Hysterie.hysteria.darfell g.

Rummad neurozioù dezho taolennoù klinikel diseurt. An div furm hiniennekañ zo an darfell amdreiñ m’en em gav argelet ar c’henniñv bred diwar-bouez azonoù korf liesneuz, gwech grezvarrek (kaouadoù from ha c’hoarivaegezh), gwech padusoc’h (aneraezioù, peluzioù darfellel, “boull” er gorzailhenn, h.a.), hag an darfell enkrez ma vez glenet stabil pe stabiloc’h an enkrez ouzh un ergerc’henn diavaez (arurioù). Dre lakaat a-wel en darfell amdreiñ an tresoù arbennel hag ardarzhel-diazez eo en deus gallet Freud destagañ ouzh un hevelep frammadur eus ar bersonelezh taolennoù klinikel disheñvel zoken pa vanke enno an arurioù pe an amdroadoù.

Spesadegezh an darfell zo da gavout en ur rizhenn dibarek a hevelebiñ, e gwikefreoù ’zo (an arvoustrañ dreist-holl, alies erzerc’h), en dont war wel eus ar c’henniñv edipel, c’hoariet peurliesañ er gwereoù kastrel ha genaouel eus al libido.