br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Idéal du moi.Ichideal.ego ideal.eorizh ar me.

Termen arveret gant Freud e stern e eil arlakadenn eus ar benvegad bred : ensav eus ar bersonelezh diwanet diouzh kengej an narkisegezh (eorizhekadur ar me) hag an hevelebadurioù ouzh ar gerent, o amsavadoù hag an eorizhoù strollennel. Evel ensav diforc’hek ez eo eorizh ar me ur patrom ma klask ar gouzrec’h kemplegañ dezhañ. Ur gudenn gemplezh eo hini ar c’heñverioù etre “eorizh ar me”, meneget evit ar wech kentañ gant Freud e 1914, ha “dreistme”, termen degaset e 1923. Deskrivet eo an dreistme evel ul luniad engronnus ennañ tri arc’hwel : “emarselliñ, koustiañs, arc’hwel eorizhañ” (Freud, 1932). Klask a ra Freud lakaat kemm etre santad an istalvoudegezh ha santad ar gablusted, an daou o vezañ e dalc’h un tennder etre me ha dreistme, santad ar gablusted o vezañ e-keñver ar goustiañs, santad an istalvoudegezh e-keñver eorizh ar me e kement ma’z eo karet kentoc’h eget doujet. “Tra ma sent ar me ouzh an dreistme en aon rak ar c’hastiz, e suj da eorizh ar me dre garantez” (Nunberg, 1932).