br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Ambivalent, préambivalent, postambivalent.ambivalent, prä-ambivalent, post-ambivalent.ambivalent, prae-ambivalent, post-ambivalent.amluskvezhel, ragamluskvezhel, goudeamluskvezhel.

Termenoù degaset gant K. Abraham, o toareañ emdroadur pazennoù al libido diouzh savboent an darempredoù ouzh an ergerc’henn. Ar ragamluskvezh a glotfe gant prantad kentañ ar bazenn c’henaouel (ar sunañ). Ne ziwanfe an amluskegezh nemet gant ar c’henaouelezh sadek, kanibalek, oc’h emplegañ galeniezh ouzh an ergerc’henn (an dantañ), evit mont d’he barr gant ar bazenn fraezhel ha kenderc’hel gant ar bazenn gastrel. Echuiñ a rafe an amluskvezh goude ar prantad enkelez, gant derou ar garantez ouzh an ergerc’henn c’hanadel (goudeamluskvezh).