br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Identification.Identifizierung.identification.hevelebiñ.

Argerzh bred ma piaoueka drezañ ar gouzrec’h un arvez, ur perzh, un doareenn eus an amgen ha m’en em dreuzfurm, a-bezh pe a-zarn, diwar ar batrom-se. Amparet ha diforc’hekaet e vez ar bersonelezh diwar-bouez ur steudad hevelebadurioù.

Div intentadenn zo e lavar Freud d’an termen “hevelebiñ” : 1) Kemer da hevelep daou zerc’had a zo etrezo heñvelded pe un hevelepted darnel ; emañ seurt hevelepted-verzout o werediñ en hunvre ; 2) En em hevelebiñ, meizad o kejañ dre an arver ouzh meizadoù all eus ar vredoniezh, evel “drevezañ”, “anglev”, “kengantaezañ”, “bezañ tredizhet ent vredel”, “ervannañ”, h.a. Da sklaeriañ an traoù ez eus bet digemmet daou zurc’hadur eus hent an hevelebiñ, hervez ma heveleb ar gouzrec’h e berson ouzh unan all — hevelebiñ me-ouzh-all, allus, heteropatek (Scheler), kreizus (Vallon), pe ma heveleb ur person all outañ e-unan — hevelebiñ all-ouzh-me, meüs, idiopatek, digreizus, o lakaat ivez ez eus furmoù kemmesk, keveskemm, an daou zurc’hadur o kenvezañ enno.

Bepred eo bet keal an hevelebiñ e-kreiz preder Freud. Ken abred hag an amzer ma teraoue studiañ an darfell, e skrive : “An hevelebiñ ned eo ket drevezañ hepken […] ; eztaoliñ a ra un « evel pa vije » ha daveiñ d’un elfenn o venel en diemouez ha boutin etre ar personoù e kaoz. An elfenn voutin-se zo un eriunell : e-se, ar foranarureg en em heveleb ent diemouez ouzh ur « riblerez » hag e azon zo un difenn ouzh an emhevelebiñ-se hag ar c’hoant revel empleget gantañ.” Da c’houde e voe tamm-ha-tamm pinvidikaet ar meizad gant degasadennoù niverus diwar dizoloadennoù Freud : 1) Keal ar gougorfañ genaouel (en em hevelebiñ a ra ar melankoleg war ar mod genaouel ouzh an ergerc’henn aet digantañ) ; 2) Keal an narkisegezh (daelerezh etre an debarzh ergerc’henn narkisek, diwar batrom person ar gouzrec’h, hag an hevelebiñ ouzh an ergerc’hennoù kent, ar gerent, h.a.) ; 3) Ar gweredoù eus kemplezh Edip war luniatadur ar gouzrec’h deskrivet e termenoù a hevelebiñ, an annodiñ er gerent o vezañ dilezet hag amsavet gant an hevelebiñ ; 4) Gant eil arlakadenn ar benvegad bred, e paouez Freud a dermenañ ensavioù ar person evel reizhiadoù ma vez enskrivet “endalc’hedoù” bred, hogen evel dilerc’hioù, hervez modoù diseurt, eus an darempredoù ouzh ergerc’henn.

Ret eo diforc’hiñ an hevelebiñ diouzh termenoù amezek evel “gougorfañ”, “gougantañ”, “diabarzhiñ”. Ar gougorfañ hag ar gougantañ zo pimpatromoù an hevelebiñ pe, da nebeutañ, eus modoù ’zo anezhañ ma’z eo buhezet hag argelet an argerzh bred evel ur gwezhiañ korf (euvriñ, plaouiañ, derc’hel en diabarzh, h.a.). Etre hevelebiñ ha diabarzhiñ ez eo kempleshoc’h an diforc’h. Ent arlakadel, e c’haller lavarout e vez graet an hevelebiñ e-keñver ergerc’hennoù : personoù (deheñvelaat ar me ouzh ur me amgen) pe dresoù eus ur person (ergerc’hennoù darnel), tra ma toug an diabarzhiñ war un darempred etregouzrec’hel.