Dictionnaire de psychanalyse
Identification à l’agresseur. ◊ Identifizierung mit dem Angreifer. ◊ identification with the aggressor. ◊ hevelebiñ ouzh an argader.
Gwikefre difenn hiniennekaet ha deskrivet gant Anna Freud e 1936 : ar gouzrec’h, a-dal d’un dañjer a-ziavaez (da skouer un abegadenn a-berzh un usrenk), en em heveleb ouzh an argader, pe o sevel a-du gant an argad, pe o trevezañ a-gorf pe a-spered person an argader, pe o piaouekaat argeloù galloudezh ’zo ouzh e aroueziñ. Hervez Anna Freud, seurt gwikefre a ve o ren en amparidigezh kentpazenn an dreistme, an argad o chom c’hoazh troet ouzh an diavaez hep bezañ eilpennet ha troet ouzh ar gouzrec’h e-unan e stumm an emzezvarn. Eviti, e tremen ar gouzrec’h dre ul lankad kentañ merket gant tuginadur an darempred-argadiñ : gougantet eo an argader, tra ma’z eo ervannet en diavaez ar person taget, abeget, kablus ; en un eil lankad e vez troet an argad ouzh an diabarzh, ha diabarzhet an darempred en e bezh.