Dictionnaire de psychanalyse
Identification primaire. ◊ primäre Identifizierung. ◊ primary identification. ◊ hevelebiñ kentael.
Mod kezivik a amparidigezh ar gouzrec’h diwar batrom an amgen na ampleg ket un darempred ouzh ergerc’henn rakvezant. E kendave strizh emañ an hevelebiñ kentael gant an darempred lavaret a c’hougorfañ genaouel.
An hevelebadur kentael a eneber ouzh an hevelebadurioù eilvedel a zeuy war-c’horre da c’houde, n’eo ket hepken dre ma c’hoarvez en o raok, met dreist-holl dre ma n’eus darempred ebet ouzh ergerc’henn araozañ. Bez’ e ve “ar furm andoniekañ eus al liamm kantaezel ouzh un ergerc’henn”. “Er penn kentañ, er bazenn c’henaouel gezivik, annodiñ en ergerc’henn ha hevelebiñ n’emaint ket moarvat da zigemmañ.” Deskrivet eo bet seurt liamm eus ar bugel ouzh ur person all evel darempred kentañ ouzh ar vamm, a-raok ma ve stabilaet an diforc’hekadur etre ego hag alter ego.