Dictionnaire de psychanalyse
Identification projective. ◊ Projektionsidentifizierung. ◊ projective identification. ◊ hevelebiñ ervannadel.
Termen degaset gant Melanie Klein da aroueziñ ur wikefre o tedaoliñ eriunelloù ma sank ar gouzrec’h e-unan a-zarn pe a-bezh e diabarzh an ergerc’henn evit noazout outi, he ferc’hennañ, he reoliñ. Ret eo merkañ ez eus aze ur furm a hevelebiñ allus, kreizus, ar gouzrec’h oc’h ardaoliñ ouzh an amgen (ar vamm en degouezh deskrivet gant Melanie Klein) tresoù anezhañ e-unan.