br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Identité de perception — identité de pensée.Wahrnehmungsidentität — Denkidentität.perceptual identity — thought identity.hevelepted-verzout — hevelepted-dezevout.

Termenoù arveret gant Freud da aroueziñ bukennoù ketep an argerzh kentael hag an argerzh eilvedel. Tennañ a ra an argerzh kentael da gaout en-dro ur verzadenn hevelep da zerc’hadenn an ergerc’henn o tisoc’hañ eus ar buhezad boziañ. En argerzh eilvedel, an hevelepted klasket zo hini an dezevoù kenetrezo.

An argerzh kentael hag an argerzh eilvedel a c’haller dezgeriañ e termenoù armerzhel rik : diskarg o tont raktal gant hennezh ; heudadur, ampelladur ar boziañ, kildro gant hemañ. Keal an hevelepted-verzout a ra kuitaat ar gwere armerzhel : anv zo eus kevatalderioù etre derc’hadoù.

Emañ ar buhezad boziañ en orin ar c’hlask d’an hevelepted-verzout. Ouzh un diskarg bozius-kaer e liamm derc’hadur un ergerc’henn a-ziforc’h. Diwar neuze e vo tuet ar gouzrec’h da “arren ar verzadenn liammet ouzh gwalc’hadur an ezhomm”. An hent berrañ da gaout an hevelepted-verzout eo an trezerc’hañ kezivik. Dre-vras e c’haller lavarout ez arc’hwel an argerzh kentael hervez ar patrom-se. Freud en deus diskouezet ez eo ar c’heñver hevelepted etre div zerc’hadenn an hini a-douez an holl geñverioù kemezel o klotañ ar gwellañ gant an arc’hwelerezh bred en hunvre.

An hevelepted-dezevout zo en ur c’heñver daouel gant an hevelepted-verzout :

1) Bez’ ez eo ur modekadur anezhi dre ma tenn da zieubiñ an argerzhioù bred diouzh ar reoliata gant pennaenn ar bliz hepken : “An dezevout a rank plediñ gant pezh a liamm an derc’hadoù hep bezañ touellet gant o c’hreñvder.”

2) Chom a ra en arempred an hevelepted-verzout : “[…] an oberiezh-dezevout luziet o vont eus ar gounderc’hadenn betek saveladur an hevelepted-verzout dre ar bed diavaez zo ur c’hildro hep mui rediet gant ar pleustr en hent a gas d’ar c’hoantleuniañ.”

Daniel Lagache en deus diskouezet ar pouez a zo gant ar gevenebiezh etre an hevelepted-verzout hag an hevelepted-dezevout. An tu zo aze evitañ da ziforc’hañ ar mac’hennoù-difenn, ma chom ar me dindan enkrog an hevelepted-verzout, hag ar gwikefreoù-ezwezhiañ, ar re-mañ oc’h emplegañ un emouezañ war evezh, deznadus, gouest da herzel ouzh daremoug ar mennozioù hag ar c’hantaezadoù divlizus : “An hevelebiñ ergorelaus, oc’h arzerc’hel hevelepted pep ergorenn-dezevout, a rank skoilhañ an hevelebiñ kembloc’hek.”

Merkomp ne c’haller ket diren an diforc’h etre an daou vod-se a “hevelepted” d’ar gevenebiezh klasel etre kantaezelezh ha poellelezh, pe zoken etre kemezañ kantaezel ha kemezañ poellel. Die Traumdeutung a lak anat, a-enep an holl rakvarnioù “skiantel”, ez eo savelennoù an hunvre ur mod kentañ eus arc’hwelerezh ar c’hemezañ.