br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Imaginaire.imaginär, das Imaginäre.imaginary.drec’hel.

Hervez J. Lacan, unan eus tri gwere pennañ ar vaezienn vredelfennadel (an daou all o vezañ an trael hag an argelel). Drec’h g. a roer dezhañ amañ ar ster a “skeudenn-velezour”. Dezverket eo ar gwere drec’hel gant souridigezh an darempred ouzh skeudenn ar c’hetpar kantouezet gant ar gouzrec’h evel e zrec’h.

Keal an drec’hel a intenter dre zaveiñ da arlakadenn Lacan anvet “pazenn ar melezour” (sl. STADE DU MIROIR) ; hervezi e tiwan me ar bugel bihan diwar skeudenn e getpar (ur me diwar zrec’h eo).

O soliañ war ar vuhezadenn gentek-se, e c’haller sellout evel drec’hel :

a) diouzh ar savboent engouzrec’hel : keñver narkisek rik ar gouzrec’h ouzh e ve ;

b) diouzh ar savboent etregouzrec’hel : un darempred daouek, pe c’hoazh ketparek, diazezet war — ha degerc’het gant — skeudenn ur c’hetpar (hoal erotek, tennder argadel) ; evit Lacan n’eus a getpar — un all a ve me — nemet pa’z eo me un all ; merkomp gerdarzh ar ger gouzrec’h e-unan : “pezh a zo e dalc’h an drec’h” ;

c) evit a sell an amved (Umwelt) : un darempred a seurt ar re deskrivet gant al loenrealoniezh, o lakaat war wel bec’hiegezh ar gestalt-mañ-gestalt e delusk ar realoù ;

d) evit a sell an euladoù : ur rizh dec’havael ma c’hoari an heñveliezh ur roll devoudus, o testiñ ar vezañs eus liammoù diabarzhek etre arouesaer hag arouesaed.

Dav eo teurel pled ouzh an arver a ra Lacan eus an termen imaginaire : dave a ra d’ar “melezour”, d’an “drec’h”, ha n’eo ket d’ar faltazi, d’an derc’hadoù pe d’an dec’hmegadoù. Aozerion ’zo a venn gwelout ur c’heñver etre an drec’hel hag an dec’hmegel, nep darempred er gwere drec’hel o vezañ darempred ouzh al lorb (leurre, termen boaziet gant Lacan), eleze ouzh un dec’hmegad.