br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Imago.Imago.imago.imago b.ls. :-ioù.

Pimpatrom diemouez a dudennoù o levezonañ an doare ma vez dec’havaelet an hentez gant ar gouzrec’h ; danzeet eo diwar darempredoù kentañ, traek pe eriunellek, ar bugel ouzh personoù e endro. Savelet e voe ar meizad gant Jung a zeskrivas an imagoioù mamm, tad, breur. Kealioù nes zo eus imago ha kemplezh. Ar gemplezh zo disoc’h er gouzrec’h diouzh gwered ar saviad etrepersonel a-bezh, an imago an aspadenn derc’hadel eus ar perzhiad-mañ-perzhiad er saviad. Termenet e vez alies an imago evel “derc’had diemouez” ; gwell eo he intent evel ur goulun-derc’hañ arzeuet o talvezout d’ar gouzrec’h da ober ouzh an hentez ; e-se e vez an imago o neviñ er santadoù hag er realoù koulz hag en derc’hadoù.