br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Amnésie infantile.infantile Amnesie.infantile amnesia.ankounañ bugelvezh.

Ankounañ bloavezhioù kentañ ar vuhez. Ne c’hoarvez ket diwar an divarrek e ve ar bugel da zerc’hel koun eus e santadoù, hogen diwar an arvoustrañ o werediñ war ar revelezh vugel hag oc’h emastenn da hogos holl zarvoudoù ar bugelvezh. Ar vaezienn dindan ankounañ bugelvezh a yafe betek mare diskar kemplezh Edip ha derou an enkelvezh.

N’eo ket Freud a zizoloas an ankounañ bugelvezh. Hogen ne gavas ket bastus displegañ an anadenn dre an anazvedigezh arc’hwelel : un displegadur spesadek a ginnigas, o tiskouez ez eo an ankounañ bugelvezh, evel an ankounañ darfellel, un ezkounañ en araez da vezañ direet. Lakaet en deus war wel ivez ez eo an ankounañ bugelvezh amplegad an arvoustradurioù diac’houde, an ankounañ darfellel pergen.