br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Inconscient.das Unbewusste, unbewusst.unconscious.diemouez.

A) An adanv diemouez a arverer a-wechoù da verkañ teskad an endalc’hedoù nad int ket bezant e maezienn an emouezañ d’un ampoent lavaret — en ur ster deskrivadurel ha n’eo ket lunegorel, eleze hep lakaat kemm etre ar reizhiadoù ragemouez ha diemouez (sl. PRÉCONSCIENT).

B) Er ster lunegorel, diemouez a verk unan eus ar reizhiadoù termenet gant Freud e stern e arlakadenn gentañ eus ar benvegad bred : amparet eo gant an endalc’hedoù arvoustret bet berzet outo ar mont tre er reizhiad ragemouez-diemouez gant an arvoustrañ (kentarvoustrañ hag arvoustrañ a-zianwerc’h). Diverrañ a c’haller doareoù pennañ ar reizhiad diemouez evel-henn :

a) He endalc’hedoù zo leuriadoù a-berzh al luzadoù.

b) Meret eo he endalc’hedoù gant gwikefreoù spesadek an argerzh kentael, an dazbec’hiañ hag an treuzlec’hiañ pergen.

c) Annodet kreñv enno ar gremm luzadel, e klaskont distreiñ e-barzh an emouezañ hag ar realañ (distro an arvoustred) ; hogen n’o devez digor er reizhiad ragemouez-emouez nemet e reizh furmadurioù treuzvarc’had goude bezañ distummet gant ar garez.

d) Eriunoù eus ar bugelvezh eo dreist-holl a vez glenet en diemouez.

C) E stern an eil lunegor freudek, e vez arveret an termen diemouez evel adanv dreist-holl, rak n’eus mui anezhañ un ensav dibarek : diemouez eo n’eo ket hepken ar se, met ivez, evit un darn, ar me hag an dreistme. Koulskoude eo dav notañ :

a) Ez eo ardaolet d’ar se en eil lunegor an doareoù lakaet en hini kentañ war ar reizhiad diemouez.

b) E lakaer kemm c’hoazh etre ragemouez ha diemouez, ma n’eo ket dre un diforc’h etrereizhiadel, ac’hoel dre unan enreizhiadel (ar me hag an dreistme o vezañ evit ul lod ragemouez hag evit ul lod diemouez).

Ar brastres-se a ranker klokaat gant un nebeut elfennoù eus arlakadenn an diemouez, houmañ o vezañ diazez ar bredelfennerezh.

Ur c’heal lunegorel ha dialuskel eo an diemouez. Buhez ar bred zo “leun a zezevoù gwerc’hek hag int diemouez, ha diouto ez evod an azonoù”. An diemouez ned eo ket un eil emouezañ, hogen ur reizhiad dezhi endalc’hedoù, gwikefreoù hag ur “gremm” spesadek.

Pere eo an endalc’hedoù-se ?

a) Anvet int gant Freud “leuriadoù al luzad”. Al luzad, savlec’hiet er gembevenn etre kreud ha bred, zo en tu-kiz d’an enebadur etre emouez ha diemouez ; nepred ned a al luzad da ergorenn an emouezañ, ned eo bezant nemet dre e leuriadoù, ha peurgetket dre al leuriadoù derc’hadel.

b) Dre-vras, en e skridoù, Freud a heñveleka diemouez hag arvoustred ; koulskoude, e meur a arroud, e ra anv a endalc’hedoù na vezont ket amparet gant an hinienn, hogen a orin hilennel, a yafe d’ober “kraonell an diemouez” ; diwar an hevelep mennoz e teu keal ar c’henteriunelloù, goulunioù rakhiniennel o reiñ furm da vuhezadennoù revel ar bugelvezh.

c) Un heñvelekadur klasel eo hini an diemouez ouzh buhezadoù ar bugelvezh o trebadout en oadour. Koulskoude ne ve ket dik termenañ an diemouez evel teskad ar buhezadoù amparet war ar mod anvet “emouezañ dizassell” gant an anadennoniezh. Dre wered an arvoustrañ bugelvezhel eo e vez da gentañ-holl disrannet an diemouez diouzh ar reizhiad ragemouez-emouez ; ha zoken, mar degemerer ez eo gwengelek seurt lankad eus ar c’hentarvoustrañ, e ranker anaout ez eo an diemouez freudek an disoc’h eus un argerzh luniata ha n’eo ket un assammadur plaen eus buhezadoù ar bugelvezh.

An hunvre zo bet evit Freud an “hent roueel” da zizoleiñ an diemouez. Hogen furmadurioù all eus an diemouez (an azonoù neuroz, ar goustaolioù), kevatal d’an hunvre dre o luniadur treuzvarc’had, o deus ivez un arc’hwel c’hoantleuniañ. Freud a ezrevell dezverkoù an diemouez evel-henn : argerzh kentael (heloc’hded an annodiñ pe, gant gerioù all, gremm diere) ; ezvezañs an nac’hañ, an amzivin, an derezioù en diogeliñ ; digasted ouzh an draelezh ha reoliatadur dre bennaenn ar bliz-divliz hepmuiken (houmañ o tennañ da adsavelañ an hevelepted-verzout dre an hentoù berrañ).

Freud en deus klasket diazezañ kempoellded ar reizhiad diemouez hag an diforc’h boniek etrezi hag ar reizhiad ragemouez dre zegas keal armerzhel ur “gremm-annodiñ” piaouel da bep reizhiad. Hogen c’hoari a ra ar gremm-annodiñ gwech evel un nerzh-desachañ o werediñ war an derc’hadoù hag o virout outo a ziraez an emouezañ, gwech evel un nerzh a striv da ziflukañ en emouez o rankout korntroiañ ar garez evit bountañ ennañ e vroustennoù. E seurt emgontroliezh e kav arlakadenn Freud un diaester manet diziskoulm.

Pouezañ a ra Freud ivez war dialuskegezh an diemouez, an diforc’hadurioù lunegorel o vezañ hepken tunioù d’ober meiz war ar c’henniñv, an harzderioù, an arreata.

Sl. ÇA ; MOI ; SURMOI ; TOPIQUE.