br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Incorporation.Einverleibung.incorporation.gougorfañ.

Argerzh ma ra drezañ ar gouzrec’h, war ur mod mui pe vui eriunellek, d’un ergerc’henn dont tre ha menel e diabarzh e gorf. Ar gougorfañ zo ur pal luzadel hag ur mod a zarempred ouzh ergerc’henn dezverkus eus ar bazenn c’henaouel. Ar pimpatrom korfel eo eus ar gougantañ hag an hevelebiñ. Tri eulad a gaver bezant er gougorfañ : en em vlisa oc’h ober d’un ergerc’henn dont tre en diabarzh an-unan ; distrujañ an ergerc’henn-se ; piaouekaat he ferzhioù dre he mirout en diabarzh an-unan. Evit d’ar gougorfañ bezañ en ur c’heñver brientek gant oberiezh ar genou hag an euvriñ boued, e c’hell ivez bezañ buhezet a-geñver gant tachadoù erogen hag arc’hwelioù all : gougorfañ dre ar c’hroc’hen, an analat, ar gweled, ar c’hleved. Heñveldra, ez eus ur gougorfañ fraezhel e kement ma’z eo heñvelekaet kavenn ar youlc’h ouzh ur genou, hag ur gougorfañ ganadel, da skouer e-ser an eriunell azderc’hel ar c’halc’h e diabarzh ar c’horf.