br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Inhibé quant au but.zielgehemmt.aim-inhibited.palheudet.

Gerienn o toareañ al luzad a chom, dre berzh skoilhoù diavaez pe diabarzh, hep diraez e vod boziañ eeun (e bal) ha na gav nemet ur boziadur bihanoc’h diwar-bouez oberiezhoù ha darempredoù a c’haller sellout evel arnesadennoù eus ar pal kentañ.

Keal ar palheudadur a dalvez da Freud dreist-holl evit ober meiz war drivliadoù ’zo evel an denerded hag ar c’hantaezennoù kedvuhezel. Hogen petore gwikefre zo d’an heudadur-se ? Ha goulakaat a ranker un arvoustradur eus ar pal kentañ hag un distro eus an arvoustred ? Pe geñverioù zo etrezañ hag an treüc’hañ ? Al luzadoù kedvuhezel “n’eus ket da welout enno luzadoù treüc’het daoust ma’z int nes dezho. N’o deus ket dilezet o falioù revel eeun, nemet harzderioù diabarzh a vir outo d’o diraez ; a-walc’h eo ganto tostaat betek ur poent d’ar boziadur ha dre se e roont tro da liammoù start ha padus etre an dud. Evel-se emañ etre re all an darempredoù a denerded etre kerent ha bugale, hag int revel klok en derou, an trivliadoù a vignoniezh hag al liammoù kantaezel a gaver en dimeziñ, hag int evodet eus an hoal revel.”