Dictionnaire de psychanalyse
Instance. ◊ Instanz. ◊ agency. ◊ ensav.
Pep hini eus parzhioù, pe staeloù, ar benvegad bred e stern ar meizadur lunegorel pe dialuskel anezhañ.
Lerc’h-ouzh-lerc’h ez arveras Freud termenoù diseurt da aroueziñ isadeiladoù ar benvegad bred : Organisation “framm”, Bildung “furmadur, luniad”, Provinz “proviñs, rannbarzh”, System “reizhiad”, Instanz “ensav”. An daou dermen-mañ diwezhañ hepken a viras, hep ober heñvelsterioù anezho. Da skouer e komz eus ar reizhiad (ha n’eo ket eus an ensav) merzout-emouezañ, eus ensav (kentoc’h eget eus reizhiad) an dreistme. Instanz en doa tennet eus yezh ar barnerezh hag arveret da gentañ evit ar garez.