Dictionnaire de psychanalyse
Instinct. ◊ Instinkt. ◊ instinct. ◊ bondoug g.
Ent klasel, goulun-realañ diwar hêrezh, piaouel d’ur spesad loened, hep kemm bras etre an hiniennoù, o tibunañ hervez ur gemalenn amzerel sonnet a-walc’h hag o hañvalout bezañ durc’haet d’un davedenn.
Aozerion ’zo, o treiñ an Al. Trieb “luzad” dre instinct e galleg hag e saozneg, o deus degaset mesk e meizidigezh testennoù Freud. An doareoù o tiforc’hiñ al luzad zo : a) andesaveladur ar bount ; b) deberzhegezh an ergerc’henn ; c) kemmusted ar palioù.