br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Intellectualisation.Intellektualisierung.intellectualization.aregelaat.

Argerzh ma klask drezañ ar gouzrec’h reiñ un dezgeriadur aregel eus e genniñvoù hag e fromadoù en amboaz o mestroniañ. Peurliesañ e vez kemeret an termen a-berzh-fall. Merkañ a ra al lañs roet d’an dezevout difetis diwar-goust nadiñ diflukadur krai ar c’hantaezadoù hag an eriunelloù.

Talvezout a ra an termen-mañ dreist-holl da aroueziñ ur mod harzder kavet er gur, da skouer pa na oar ar gouziviad dezrevell e gudennoù nemet dre dermenoù hollek, pa daol evezh da chom kempoell en displegadurioù diwar e benn, pe c’hoazh, oc’h arverañ meizadoù bredelfennerezh, pa striv da wiskañ neuz un elfennadour-skouer…

Nes eo an aregelaat da wikefreoù all deskrivet gant ar bredelfennerezh, an heboellaat pergen (sl. RATIONALISATION). Pal an aregelaat zo derc’hel en arbell ha neptuiñ ar c’hantaezadoù. An heboellaat, e kemm, ne empleg ket dre ret hepkoriñ ar c’hantaezadoù, nemet ez ardaol outo luskedoù kantreizhus, da skouer dre zisplegañ amrealoù sadek er brezel dre ar vrogarantez, h.a.

Dibabet e voe an termen Intellektualisierung (ent dik : “kefredelaat”) o taveiñ d’ar gevenebiezh a lakae ar vredoniezh kozh etre “galloudezhioù” kefredel ha kantaezel. Kevazasoc’h hon eus kavet ober gant aregelaat, o taveiñ d’ar gevenebiezh etre “dezevout nadel” ha “dezevout aregel”. Sl. LAVAR 04, Preder, 1970, pp. 46 hh.