Dictionnaire de psychanalyse
Intérêt, intérêt du moi. ◊ Interesse, Ichinteresse. ◊ interest, ego interest. ◊ deur, mezeur.
Termen arveret gant Freud e stern e reizhiad kentañ eus al luzadoù : gremm al luzadoù-emgemmirout kevenebet ouzh al libido pe gremm al luzadoù revel.
En derou e roe Freud d’ar ger e ster boas, boutin d’an daou seurt annodadurioù, da skouer en destenn ma ra evit ar wech kentañ gant an termen : ar paranoiak a zidenn “n’eo ket hepken e annodadoù libidinel, hogen e zeur dre-vras, eleze ivez an annodadoù o tont eus ar me”. Tezenn Jung, o nac’h digemmañ libido ha “deur bredel dre-vras” a zegas Freud da zervaat ar gevenebiezh ha da virout an termen “deur” evit an annodadoù o tont eus al luzadoù-emgemmirout pe luzadoù ar me.