Dictionnaire de psychanalyse
Intériorisation. ◊ Verinnerlichung. ◊ internalization. ◊ diabarzhiñ.
A) Termen arveret alies evel kenster da c’hougantañ.
B) Ent resisoc’h, argerzh a vez drezañ treuzfurmet an darempredoù etregouzrec’hel e darempredoù engouzrec’hel (diabarzhiñ ur c’henniñv, ur berzad, h.a.).
Ar ster A a gaver dreist-holl gant skol Melanie Klein : an tremen eriunellek eus an ergerc’henn “vat” pe “fall”, hollel pe darnel, e diabarzh ar gouzrec’h.
Er ster B, e toug an diabarzhiñ war an darempredoù. Da skouer e lavaror e vez diabarzhet an darempred a aotrouniezh etre an tad hag ar bugel pa gemer furm an darempred etre an dreistme hag ar me.
En devoud ez eo liammet-tre an daou ster : da-geñver diskar an Edip, e c’haller lavarout e vez gougantet imago an tad ha diabarzhet ar c’henniñv aotrouniezh ouzh an tad.