Dictionnaire de psychanalyse
Interprétation. ◊ Deutung. ◊ interpretation. ◊ dieulañ.
A) Digejañ, dre imbourc’h ar bredelfennañ, an euladoù enkelat diouzh lavarezhoù ha realezhoù ur gouzrec’h. An dieulañ a laka war wel modelezhioù ar c’henniñv-difenn hag, e dibenn dehent, a vuk ouzh an eriun erzerc’het gant pep dedaolad eus an diemouez.
B) Er gur, diskleriadenn graet d’ar gouzrec’h hervez reolennoù azas war-benn ober dezhañ diraez an euladoù enkelat-se.
Termenañ a rafed ar bredelfennerezh evel dieulerezh, eleze diskoacherezh ar ster enkelat en dafar eztaolet gant ar gouzrec’h. Studi an hunvreoù gant Freud zo bet skouer gentañ ha patrom an dieulañ. Freud en em ziforc’he war un dro diouzh an arlakadennoù gouiziel a venne imbourc’hiñ amveziadoù ha gwikefreoù bredel-bevedel an hunvre hep plediñ gant an endalc’hed anezhi, ha diouzh an diskiblezhoù henvedat ha reterat a glaske desteriañ an endalc’hed-se — “alc’houez an hunvreoù” —, hogen hep gwelout eno arvezioù pe argeloù eus un istor personel. Astennet eo bet, en un eil lankad, an dieulerezh, en tu all d’an hunvre, d’an dedaoladoù all eus an diemouez (azonoù, goustaolioù) ha dre-vras da gement lavar hag ober a zo warno merk ar c’henniñv-difenn.
Evit a sell an diskleriadennoù graet d’an elfennadour da-geñver ar gur evit e skoazellañ da emskiantañ, a-walc’h e vo amañ gouzout ez eo ar pleustr-se unan eus ar re bouezusañ, amjestrañ hag arzaeletañ e kalvezerezh ar bredelfennañ.
∆ Mat eo spisaat an diforc’h etre un nebeut termenoù. Anneulañ zo reiñ eul, amparañ euladoù e-ser ar beved hag ar vuhez ; da skouer : “d’un oad savelek e krog al leon yaouank da anaout loened all evel danvez preizhoù” ; a c’haller lavarout c’hoazh evel-henn : “[…] da reiñ an eul preizh da loened all”, pe : “[…] da anneulañ preizhelezh e loened all”. Dieulañ, evel gwelet diaraok, zo lakaat eul a-wel. Desteriañ zo treuzlakaat ur ster eus ur stern-daveiñ, ur reizhiad-eztaoliñ, ur yezh, h.a., d’unan all ; da skouer : hejañ ar penn a zesterier evel nac’hañ ; desteriañ eus ur yezh d’unan all zo jubennañ ; an dieulañ a c’haller sellout evel ur furm eus an desteriañ, o vezañ ma c’hoarvez a savelañ an eul enkelat evel ster. Deveizañ zo degas un anadenn, un devoud dindan grap ar meiz, ober meiz warno ; Newton en deus deveizet kouezh ar c’horfoù ; an dieulañ bredelfennadel zo ul lankad e deveizerezh anadennoù an diemouez.