br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Introjection.Introjektion.introjection.gougantañ.

Argerzh lakaet a-wel gant imbourc’h ar bredelfennañ : ober a ra ar gouzrec’h da ergerc’hennoù ha da berzhioù enlenat dezho tremen ent eriunellel eus an “diavaez” d’an “diabarzh”.

Nes eo ar gougantañ d’ar gougorfañ, hemañ o vezañ e bimpatrom korfel ; an diforc’h eo ne empleg ket ar gougantañ un dave da vevennoù ar c’horf (gougantet e vez ouzh ar me, ouzh eorizh ar me, h.a.). En ur c’heñver strizh emañ ivez ar gougantañ gant an hevelebiñ.

Gant Sandor Ferenczi eo bet degaset an termen Introjektion e 1909 en e bennad Introjektion und Übertragung, ma skriv : “Tra ma ezvount ar paranoiak eus e ve an tuedoù aet da zisplijus, e klask an neurozeg an diskoulm dre zegas e diabarzh e ve an darn vrasañ gwellañ eus ar bed diavaez, dre ober anezhi an ergerc’henn da eriunelloù diemouez. Reiñ a c’haller enta d’an argerzh-se, e dargemm ouzh an ervannañ (Projektion), an anv gougantañ (Introjektion).”

Freud a zarbennas an termen koulz hag e gevenebiezh ouzh an ervannañ. E-barzh Triebe und Triebschicksale, e 1915, e not e vez amparet ar “me-bliz glanaet” dre c’hougantañ kement a zo andon a vliz ha dre ervannañ kement a ro tro d’an divliz. E-barzh Die Verneinung, e 1925, e skriv : “[…] ar me-bliz kezivik a venn gougantañ kement zo mat hag ezkantañ kement zo fall”.

Freud hag aozerion all a lak alies gougantañ ha gougorfañ da heñvelsterioù. E gwir, an enebadur gougantañ-ervannañ a zeu da gentañ e gwered war ar mod genaouel a-raok mont da hollek.

Keal ar gougantañ zo dezhañ ur roll bras gant aozerion evel Karl Abraham ha Melanie Klein, da skouer pa zeskriv houmañ ar mont-dont eriunellek eus an ergerc’hennoù “mat” ha “fall” (gougantañ, ervannañ, adc’hougantañ).