Dictionnaire de psychanalyse
Introversion. ◊ Introversion. ◊ introversion. ◊ entroadur.
Termen degaset gant Jung da aroueziñ e doare hollek distagadur al libido diouzh he ergerc’hennoù diavaez hag an didenn anezhi davit bed diabarzh ar gouzrec’h.
Adkemeret eo bet ar ger gant Freud a strishaas e arver d’un didenn eus al libido o tisoc’hañ gant he annodiñ e furmadurioù derc’hadel e diabarzh ar bred, e kemm ouzh didenn al libido davit ar me (narkisegezh eilvedel). Abegiñ a ra boaziadur re ledan an termen “entroadur” pa zegouezh gant Jung kennotañ ar psikoz evel “neuroz entroadur”. Freud a laka meizad an narkisegezh (eilvedel), e kement ma’z eus anezhi un didenn eus al libido davit ar me, a-gevenep da veizad an entroadur, e kement ma’z eo hemañ un didenn eus al libido davit eriunelloù, ha kennotañ a ra ar psikoz evel “neuroz narkisek”.