Dictionnaire de psychanalyse
Investissement. ◊ Besetzung. ◊ cathexis. ◊ annodiñ, kevannodiñ.
Meizad armerzhel : stagañ ur c’hementad gremm ouzh un derc’had, ur gronnad derc’hadoù, ul lodenn eus ar c’horf, un ergerc’henn, h.a.
Liesseurt eo an devoudoù lakaet a-wel gant Freud en orin keal an annodiñ : da skouer, un den o kounaat gant diseblanted un darvoud pouezus eus e istor hag o tiskouez from bras da-geñver eñvoradur un darvoudig dister (treuzlec’hiadur, “kammstagadur”). Degaset e voe da ziforc’hiñ an “derc’hadoù” (Vorstellungen) hag ar “pegement kantaezad” (Affektbetrag) stag outo, annodet enno. Ar gur, o tigammañ ar stagadur, zo he amkan adsavelañ al liamm etre eñvor an darvoud hag ar c’hantaezad, o reiñ e-se an dro da ziskargañ hemañ (dianerwezhiañ).
Gant an amzer ez emdroas an displegadurioù roet gant Freud eus an anadennoù-se. En derou en o intente evel argemmadur ur gremm alvezel kevandalc’het e-barzh ur reizhiad neuron. Da c’houde e tifennas hepken tezenn ur “gremm bred” pe “gremm-annodiñ” oc’h amredek en ur “benvegad bred”, ur “reizhiad vred”, — gremm bred heñvel ouzh ar gremm alvezel dre e arvezioù kementadel. Risklañ a rae enta etrezek un arver skeudennel eus an termenoù “gremm”, “annodiñ”.
Anatoc’h ez a c’hoazh an arver skeudennel-se en deskrivadur a ra Freud eus annodadurioù ’zo. Kantreizh eo moarvaat goulakaat bezañs ur gremm alvezel o redek er reizhiad neuron hag o “kevannodiñ” lec’hioù ’zo anezhi pa arvezer da skouer ur c’hantaezad stag ouzh ul lodenn eus ar c’horf pe zoken ouzh un derc’had, un eñvorad. Hogen penaos derc’hel d’ar goulakadur-se pa gomzer a gevannodiñ un ergerc’henn diavaez, un den all ? Hogen, daoust ma chom da zezrevellañ azas keal an annodiñ ez eus anezhañ ur goulakadur-labour eus ar re frouezhusañ.
∆ Ar verb alamanek besetzen a dalvez “pourchas, dasparzhañ, gouzerc’hel” ; ar verb gallek investir, “gronnañ” e lavar ar brezel, “postañ” e lavar an arc’hant ; an termen saoznek cathexis zo un deverad eus ar verb gresianek κατέχω o talvezout kement ha “derc’hel, gouzerc’hel, herzel”. Ar verboù annodiñ (<ann- dodiñ) ha kevannodiñ hag o deveradoù a arveromp en troiennoù-mañ : annodiñ en X (skouer : “annodet eo ar gremm bred, al libido en un derc’had, un ergerc’henn”) ; kevannodiñ X (skouer : “kevannodet eo an derc’had, h.a., gant al libido, h.a.) ; an annodad (pe, diouzh an dro, ar c’hevannodad) a reomp eus ar c’hementad gremm, ar pegement kantaezad, h.a., annodet en un X ; annodadur, kevannodadur, h.a. (sl. INVESTISSEMENT).