br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Jugement de condamnation.Verurteilung, Urteilsverwerfung.judgment of condemnation.kollvarn g.

Gwezhiadenn pe emzalc’h ma nac’h ar gouzrec’h, goude emskiantañ outañ, leuniañ ur c’hoant dre abegoù a zivezouriezh pe a hegoulzded. Freud a wel amañ ur mod difenn danzeetoc’h hag azasoc’h eget an arvoustrañ. Daniel Lagache a ginnig deveizañ ar c’hollvarn evel un argerzh-ezwezhiañ a-berzh ar me evel a gaver a-du-rall er gur vredelfennañ.

“En tremened ne oa gouest an hinienn nemet da arvoustrañ al luzad diaezus dre ma oa neuze he-unan gwan ha dibeurframmet. Bremañ pa’z eo azv ha kreñv e teuy marteze a-benn da vestroniañ hep freuz ar pezh a sav enep dezhi.” E lec’h all, Freud en em aters war weredoù an emskiantañ gant Hans bihan ouzh e c’hoantoù edipel, gwadserc’hek hag argadus. Ma n’en deus ket an elfennerezh degaset Hans da leuniañ kentizh ar c’hoantoù-se, ez eo peogwir en deus “erlec’hiet ouzh argerzh an arvoustrañ, a zo emgefreek ha reñverek, ur vestroni gerreizh ha dezvennek diwar-bouez an ensavioù bred uhelañ. En ur ger : erlec’hiet ar c’hollvarn ouzh an arvoustrañ”.

Koulskoude, evit Freud ez eo bepred ar c’hollvarn un avatar diwar ar goumezañ ha warnañ e chom merk an arvoustrañ : “Amsavad kefredel an arvoustrañ eo ar c’hollvarn”. An arc’hwel barn “n’eo gallus nemet dre ma vez krouet argel ar goumezañ [an “nann” ez eo ar c’hollvarn] o reiñ d’an dezevout un derez kentañ a zizalc’hted e-keñver gweredoù an arvoustrañ ha, dre se, e-keñver mac’hennusted pennaenn ar bliz”, hogen, dreist-holl e kement ma’z eo un “nann”, ar c’hollvarn zo dezhañ ur roll difenn.

Hervez Daniel Lagache, e weler fraeshoc’h amañ an diforc’h etre mac’hennoù-difenn ha gwikefreoù-ezwezhiañ ma kav ar c’hollvarn e lec’h en o zouez. Evit a sell Hans bihan, ar spi da zont bras eztaolet gantañ diwar ar penn-kentañ dre ar mennoz e kreskfe e bidenn ur wech “gwriziennet” zo unan eus ar gwikefreoù fetis o reiñ tro d’ar me d’en em ziluziañ diouzh ar c’henniñv edipel hag an enkrez a spazhadur. Er seurt argerzh ez eus, gouez da Lagache, un disoc’h eus ar gur : ampellañ ar boziadur, daskemmañ ar palioù hag an ergerc’hennoù, kemer preder gant gallusterioù ar werc’helezh hag an talvoudoù stag outo, kembezusted gant hollad darvennoù ar gouzrec’h.

Sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT.