br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Liaison.Bindung.binding.eren.

Termen arveret gant Freud evit aroueziñ e doare hollek-tre hag e-barzh gwereoù diseurt — bevedel koulz ha bredel — ur wezhiadenn o herzel ouzh diveradur frank ar broudadoù, o stagañ an derc’hadoù kenetrezo, oc’h amparañ hag oc’h arzerc’hel furmoù stabil a-walc’h.

Deurus eo heuliañ emdroadur meiz Freud e-keñver keal an eren.

I. E-barzh Entwurf einer Psychologie (1895), e talvez Bindung an tremen a ra gremm ar benvegad neuron eus ar stad diere d’ar stad ereet. Freud a dermene ar me evel ur bloc’had neuron kenereet mat diwar-bouez arloezadoù mat. Seurt bloc’had kenere a embrege e-unan gweredoù heudañ pe eren war argerzhioù all. A-gevenep d’ar Bindung (eren) edo an Entbindung (dieren), termen oc’h aroueziñ dilaosk trumm ar gremm. Meneg a ra Freud eus Unlustentbindung (dilaosk divliz), Lustentbindung (dilaosk bliz), Sexualentbindung (dilaosk [broud] revel), Affektentbindung (dilaosk kantaezad), Angstentbindung (dilaosk enkrez). Pep distro etrezek un argerzh kentael, pe kreskiñ pe digreskiñ a rafe an tennder, zo ur strafuilh evit arstalegezh ar me.

II. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus un eil rizh ereadoù : e-kichen an eren amparus d’ar me, e teskriv unan all nesoc’h d’ar savelennoù o ren war an eriunañ diemouez ha desezadur an eriunelloù, savelennoù a zo re an argerzh kentael : ar gremm diere ne c’hoarvez ket eus un diskarg vloc’hek a vroud, hogen eus un amred a-hed chadennadoù derc’hadoù amparet gant liammoù-strollata. En eil rizh ereadoù, e venn Freud gwelout diazez ar vac’henn-arreata, houmañ o vezañ evitañ merk al luzadelezh.

III. Erfin, e stern arlakadenn diwezhañ al luzadoù, e teu an eren da vezañ penndezverk al luzadoù a vuhez a-gevenep d’al luzadoù a varv. “Pal an Eroz eo savelañ unvezioù bepred brasoc’h, eleze kemmirout ; an eren eo. Pal al luzad all, er c’hontrol, zo freuzañ an darempredoù, eleze dispenn an traoù.”