Dictionnaire de psychanalyse
Libido. ◊ Libido. ◊ libido. ◊ libido b.
Gremm al luzad revel, seulad an treuzfurmadurioù anezhañ hervez e ergerc’henn (treuzlec’hiadur an annodiñ), e zavedenn (treüc’hadur da skouer), hervez andon ar broud revel (diseurted an tachadoù erogen).
Ur ger latin eo libido, o talvezout “c’hoant, gourvenn, blizoni”. Gant an amzer ez emdroas ster an termen freudek. Un nebeut poentoù avat zo chomet stabil :
1) Diouzh ur savboent doareadel, ned eo ket al libido direadus d’ur gremm bred anspesadek, evel ma lavar Jung. Mar gell bezañ “direvelaet”, ez eo bepred a eil lank.
A-du-rall, ned eo ket al libido gremm an holl luzadoù. En ur meizadur kentañ, ez enebe Freud al luzad revel ouzh al luzadoù-emgemmirout. Hogen, pa anavezas natur libidinel ar re-mañ, e savelas an enebadur etre al luzadoù a vuhez, libidinel, hag al luzadoù a varv.
2) Ur meizad kementadel eo dreist-holl al libido. “Libido zo ur ger amprestet diouzh arlakadenn ar gantaezelezh. Evel-se ez anvomp ar gremm, intentet evel ur ventenn gementadel — daoust ma n’eo ket muzuliadus evit c’hoazh — eus al luzadoù o deus da welout gant kement tra a c’haller lakaat dindan an anv karantez” (Massenpsychologie und Ich-Analyse, 1921).