Dictionnaire de psychanalyse
Libido du moi — libido d’objet. ◊ Ichlibido — Objektlibido. ◊ ego-libido — object-libido. ◊ libido ouzh ar me — libido ouzh an ergerc’henn.
Termenoù degaset gant Freud evit digemmañ daou vod-annodiñ eus al libido : houmañ a c’hell kemer da ergerc’henn pe ar gouzrec’h e-unan (libido ouzh ar me, libido narkisek) pe un ergerc’henn en diavaez eus ar me (libido ouzh an ergerc’henn). Hervez Freud, ez eus ur ventel c’hremm etre an daou vod-annodiñ, al libido ouzh an ergerc’henn o tigreskiñ pa gresk al libido ouzh ar me hag a-c’hin.
En amzer gentañ eus remzi ar gouzrec’h ez annodfe al libido er me (narkisegezh kentael) ; en un eil amzer e vefe kaset, diwar ar me, etrezek ergerc’hennoù diavaez. Al libido, evel gremm luzadel, o sevel diouzh andonioù diseurt an tachadoù erogen, a yafe d’en em dolpañ er me, oc’h ober anezhañ he ergerc’henn gentañ ; en un eil lankad, ar me, o c’hoari roll ur mirlec’h, un andon nevez a c’hremm luzadel, a dalvezfe dezhi da boent-loc’hañ evit annodiñ en ergerc’hennoù diavaez.
Dav eo merkañ e talvez amañ “ergerc’henn” kement hag “ergerc’henn en diavaez eus ar me”.
∆ Forc’hellek e chom an termenoù alamanek, saoznek ha gallek : Ichlibido, ego-libido, libido du moi a c’haller intent evel “libido eus” koulz hag evel “libido ouzh ar me”. Rak se e kavomp gwell ober gant an araogenn. Diouzh ret e ve tu da lavarout : libido veel, libido ergerc’hennel (sl. Sp. libido objetal, It. libido oggetuale), hogen gant spisaat bewech.