br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Masculinité — féminité.Männlichkeit — Weiblichkeit.masculinity — feminity.gourevelezh — benevelezh.

Kevenebiezh en deus ar bredelfennerezh diskouezet e oa kalz kempleshoc’h eget ma kreder boas. An doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h e-keñver e rev vevedel zo disoc’h anheulret un argerzh kenniñvek.

Pouezet en deus Freud war diseurtiezh ar c’hemeradurioù a zo d’an daouad termenoù-se hervez an domani bevedel, kevredadel, bredrevel. E dibenn dezrann, an devoudusañ evit intent ur real e-keñver an daouad gourevelezh-benevelezh eo an eriunelloù danlec’hiet n’eus nemet ar bredelfennañ evit o dizoleiñ.

Keal an divrevelezh, pa glaskfed pe merkañ dezhañ un diazez bevedel pe e zeveizañ e termenoù a hevelebiñ pe a savlec’hioù edipel, a glot gant an devoud ez eus e pep den ur c’hevandodiñ mui pe vui berzhek a dresoù gourevel ha benevel (sl. BISEXUALITÉ).

Ar bredelfennerezh a ziskouez ivez ne vez amparet ar gevenebiezh gourevel-benevel nemet en un trede lankad eus diorreadur an hinienn goude ma’z eo tremenet houmañ dre ar c’hevenebiezhoù oberiat-gouzañvat da gentañ, kastrel-spazhet da c’houde.