Dictionnaire de psychanalyse
Matériel. ◊ Material. ◊ material. ◊ dafar g. & ls.
Termen boaziet er bredelfennerezh da aroueziñ lavarezhoù ha realezhoù ar gouzrec’h e kement ma amparont un doare danvez krai lakaet dindan labour an dieulañ hag an diansavelañ.
Alies e keñverie Freud labour an elfenner ouzh hini an henoniour o tianderc’hañ, diwar darbodoù diskoachet eus un dachenn-furchañ, an tiadur aet da get.
N’eur ket evel just evit dispartiañ, e dedro ar gur, an dafariñ hag an dec’hwelañ evel daou brantad distag ha kenheuilh, o vezañ ma lak pep lankad-dec’hwelañ dafar nevez da ziflukañ e stumm eñvoradoù, eriunelloù, h.a.
An termen dafar a ro pouez d’un arvez eus an dedaoladoù a orin diemouez : o allded e-keñver ar me emouez. Dont a ra an elfennadour da verzout, diouzhtu pe e-kerz ar gur, ned eo ket evit reiñ meiz d’an dedaoladoù-se diwar-bouez e luskedoù emouez hag, alese, e rank sellout outo evel “dafar” da zeveizañ.