br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Mécanismes de dégagement.Abarbeitungsmechanismen.working-off mechanisms.gwikefreoù-ezwezhiañ.

Keal degaset gant Edward Bibring e 1943, adkemeret gant Daniel Lagache e 1956, evit ober meiz war ziskoulmadur ar c’henniñv-difenn, e-kerz ar gur pergen. Daniel Lagache a geveneb gwikefreoù-difenn ha gwikefreoù-ezwezhiañ : tra ma’z eo amkan ar re-se koazhañ gant difrae an tennderioù diabarzh hervez pennaenn ar bliz-divliz, e tenn ar re-mañ da werc’helaat ar gallusterioù ha pa ve a briz kreskiñ an tennder. Emgefreek ha diemouez eo ar gwikefreoù-difenn — pe mac’hennoù-difenn — pa chomont e dalc’h an argerzh kentael, o vukañ d’an hevelepted-verzout ; en eneb, ez arc’hwel ar gwikefreoù-ezwezhiañ hervez pennaenn an hevelepted-dezevout, o reiñ tamm-ha-tamm d’ar gouzrec’h an dro d’en em zieubiñ diouzh an arreata hag an hevelebadurioù arallekaus diwarnañ. An tremen eus an arreata e-ser realañ d’ar c’hounaat e-ser komz ha dezevout […] ; an tremen eus an hevelebiñ, ma vez ar gouzrec’h en arun gant e vuhezadur, d’an ergorelaat ma’z a en arbell diouzh ar buhezadur-se ; an tremen eus an distrollañ d’ar c’hevaniñ ; an distagañ diouzh an ergerc’henn derc’hadel, klokaet gant ar c’hemm ergerc’henn ; an hegêrekaat ouzh ar plegennoù arurek oc’h amsaviñ ar gortoz enkrezet eus ar blegenn daraezek hag eriunellek ; erlec’hiadur ar reoliñ ouzh an heudañ, ar c’hevarouezañ ouzh ar goublegañ. En holl skouerioù-se ne vez neptuet an difennadenn nemet e kement ma teu en he lec’h un ezwezhiadenn” (Lagache, 1958). Diforc’hiñ a reer enta un oberiezh-difenn a-berzh ar me ouzh luzadoù ar se hag un oberiezh-ezwezhiañ a-berzh ar me diouzh e zifennadennoù e-unan.