Dictionnaire de psychanalyse
Métapsychologie. ◊ Metapsychologie. ◊ metapsychology. ◊ trabredoniezh.
Termen savet gant Freud da aroueziñ an diskiblezh en deus diazezet, kemeret en he arvez arlakadurel. Prepoz an drabredoniezh eo danzen patromoù meizadel pell pe belloc’h diouzh ar c’hantouezañ, evel ar benvegad bred rannet en ensavioù, arlakadenn al luzadoù, argerzh an arvoustrañ, h.a. Sellout a ra ouzh an anadennoù bred diouzh tri savboent : dialuskel, lunegorel, armerzhel (sl. DYNAMIQUE ; ÉCONOMIQUE ; TOPIQUE).